Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/7

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Eutru Person,

Lennet em es, get kalz a blijadur, hou “Kannenneu”, lan a fé nerhus é kevér Doué, ha lan a garanté guirion aveit Breih-Izél.

Avėl er Barh dispar e skrivé guéharal ar splandér er parkeu hag ar obéreu kaer hun tadeu “Cecini, pascua, duces,” hui e vél Bro er Sent :

“En hiaul ker ligernus, er loèr hag er stired,
Er mor, er mannéieu.”

Guelloh hoah, lakeit e hues poèn de droein, én ur brehoneg huek ha spis, er Psalmeu ker flour :

A galon, a spered, me gred énnoh, men Doué,
Me mestr ha me hroéour ;
Doh hui é lein en Nean, ér bed abéh eùé
Revou gloér hag inour !

Plijeet get Santéz Anna, hur Mam karet, strèùein hé bennoh ar hou livrig, labour ur breihad kalonek hag ur beleg gredus.

Ha revou kannet perpet guerzenneu Person Ploué abarh en Ilizieu hag ar er mézeu !

† H. TRÉHIOU

Eskob Guéned