Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


Eit gobér inour d’er pladeu.
Mes chetu arriù er vatèh,
Ha saùet huenn én ou chaucheu !

Peb unan e vrechen a hèr
Eit klask un toul ér blancheris ;
Hed bihan dra doh er vangoér
E oé tapet en deu hostiz.

Rah er mézeu en des kollet
Ur pennig mat ag é lost hir ;
Krénein e hra, hantér vatet,
Ha dohtou er goed e zivir.

« Kenavo, kansort, emé ean,
« E han én-dro d’em sulér foen ;
« Ahoèl duhont a pe zèbran,
« Me hèl predein betag er pen !

« Amen é hes biùans huékoh,
« Mes ar un dro skont ha néhans.
« Guél é genein bouid distéroh
« E hellan kemer hemb doujans. »


————


En tu mat ag en Nean


————


En ur penhér a Vreih-izél
E oé treménet kours er goén,
Ha deit e oé en noz tioél
Arlerh un dé kaer a véhuén.

Etal en trézeu en noz-sé,
Goudé ma oé achiù er pred,
Ur hroèdur bihan a seih-vlè
E oé get é vam azéet.

Kleùet e oé boéh er rañned
E kañnein duhont ér pradeu,
Ha muioh-mui en tioélded
E zichenné ar er mézeu.