— 32 —
|
Ha me lar : goaharzé !
Goaharzé aveit-ou !
Perak eué lakat
Chonjeu sod en é ben ?
Ha perak ankoéhat
Nen dé meit un azen ?
|
————
Er Sitrouillen hag er Vézen
————
|
Kement tra groeit get Doué
Ar en doar hag en né
E zou groeit mat, nitra suroh.
En histoér-men en diskoei d’oh.
Ur labourér, Matao hanùet,
E ié d'er park arlerh é bred
D'hobér en dro ag é vléad.
Ché ean arriù, ben un herrad,
Er hrien, édan un erùen
Dirak ur gaèr a sitrouillen.
A vou soéhet n’hel ket parrat
E huélet en eruen mézad,
Ia, mézad, fréh ker bihañnik
A pen des ar ur blantennig
Ur fréhen vras, ur sitrouillen !
N’hellé ket monet én é ben
En des ur frében ker bihan
Hur huéen ag er ré vrasan,
Hag ur fréhen ker ponér
Ur blantennig ken distér.
« Amen en des manket en Eutru Doué,
« E lar Matao én ur seuel e skoé.
« Ar en blantennig-men lakat ur sitrouillen !
« Mes guél e oé kentoh hé lakat én erùen,
« Ha stagein doh er blantennig
« Er vézen-men ker bihannig.
« Elsé, d’em chonj, en treu e vehé bet plénoh ;
« Nen don ket mé Matao aveit Doué abiloh,
« Mes goah arzé neoah m’ar n’en dès er Hroéour
« Men galùet guéharal eit monet d’er sekour ! »
|