Ha mar ne gredet ket
M’hou ped de cheleuet
Petra oé dégoéhet
Get un azen amoed.
Ean doé vennet un dé
Kemér skuir ar er hi
Eit bout chérabl eué
Doh er mestr ag en ti.
Er hoh tammig ki-sé,
E mé ean kounaret,
Muioh aveit-on mé
E zou ataù karet.
Me labour mat neoah,
Hag er mestr, er vestréz
E ra d’ein tauleu bah
Ken e gamman liés.
Petra e hra hennéh,
Aveit bout mignonnet ?
« Rein é bat, er peurkeh !
« Ha dehou vé boket!
« Mar faut ker bihan-sé
« Aveit bout istimet,
« Mer groei forh és eué,
« Mer groei, ne vankein ket. »
Hag un herrad goudé,
Chetu ean é tostat
En ur momand ma oé
E vestr én imur vat.
Dehou bet er balog
Er skoarneg e saù
E garneu diarauk
Get ur pen sonnen vraù !
« Tuchant me ziskoei d'oh,
E lar er mestr fachet,
Gobér ardeu braùoh,
Azen dall, lon drujet. »
En tauleu barh nezé
E goéh skank arnehou