Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/223

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —


Ma vou kleuet é son endro
Boéh er bombard, boéh er binieu,
Ma vou eué el guéharal
Douget en amzér de zonet
E leh dillad ag er vro gal
Guskemant kaèr er Vretoned !
O Breiz-izél, goarnet hou fé
Goarnet hou ieh, hou kustumeu
Ha hui chomou é guirioné
Er gaëran ag en ol broieu.


————


Guerzen kannet d’en Eutru Eskob
ė Skol Kistinig dé er Gonfirmation (1931)


————


1

Doh hou kuélet hiniù en dé
O Eutru Eskob a Huéned
E kaloneu hou pugalé
Nen des meit joé hag eurusted
Rak sen é larant d’oh kevret
E kreiz er brasan leuiné
O Tad, reveet beniget !
Deit oh aberh en Eutru Doué.

Diskan

Hou pugalé

E lar trugèré
D’hou madeleh, o Tad karet
Plijeet get Doué
Rein doh hir vuhé

Ha doh pep droug hou goarn perpet ?


2

Gueharal é bro er Judé
Jézus hun Doué, salvér er bed
Emesk en dud e dremené
E hobér vad dehé perpet.
Elsen eué, madelehus,