Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/215

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —



Er Marù


————


Adam en des ar-namb tennet drougeu hemb par
A pen des disentet ;
Diarben è béhed ol en dud ar en doar
D’er Marù e zou chujet.

Hag a houdé ataù, d’er marù ol en tiér
E zigor ou dorieu.
Lojig en deùéhour, ti plouz er labourér
Ha memb er palézieu.

Etré peur ha pinùik, tud vras ha bugalé,
Er marù ne ziforh ket.
A glei el a zéheu, skoein e hra hemb truhé
Ha skoein e hra perpet.

Pegours é tei er marù de gavet pep unan ?
Hañni meit Doué ne houér ;
Digoéh e hrei pe vou chonjet er bihañnan
El ma tigoéh ur laer

Dihoallamb a viùein hag a verùel eùé
En ur stad a béhed ;
Mès bamdé biùamb mat a pen de guir bamdé
Er marù e hel donet.


————


D’en dud difé


————


« En Eutru Doué ne gredamb ket »
E laret hui, o tud difé !
Perak enta, par ma hellet
E hret brezél dehou bamdé ?

Hui lar nen des chet Doué erbet
Ha goah d’er hoah hui er hasa !
Un dra soéhus ma um saùet
Enep d’er péh e zou nitra !