Eit seuel en tour neué
E hra bremen inour d’hou pro,
Rak nen des kaeroh pèl ardro,
Ennou e hes pear hloh.
Sort ne zou kalz braùoh ;
Joé e hrant d’hur halon
A p’ou hleuamb é son !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Etal un tour ker braù
Hous iliz n’ellé ket
Chom peur ha divalaù.
El m’hou poé hi guélet.
Ret e oé hé braùat
Hag hé reneuéein ;
Ret e hoé hé lakat
Hi eué de splannein.
Etal en tour neué
E splann a drest Ploué !
. . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . . .
Ama chetu bremen hous iliz kampennet,
Chetu hi braù bremen èl biskoah nen dé bet,
Gronnet get hé sé guen hanval é bout neué :
Nen des nitra ré vrau eit ti en Eutru Doué !
Mizeu bras e zou bet
Mes perak en dout ké
D’en argant dispignet
Eit gloér en Eutru Doué ?
Ol er madeu e hues get Doué e hues ind bet ;
Perak enta nezé dehou ne reheh ket
Un dra benak ag en dañné
En des reit d’oh get larganté ?
Doué e zou mat hemb som ha ean hou tigollou
Ag en distéran tra hou pou reit aveitou,
Ha memb ar en doar-men é tiskoei d’oh grad vat
En ur rein é venoh d’hou kommers, d’ou pléad.
A drest pep tra en Nean é véet digollet,
Rak Doué e larou d’oh pe véet treménet :
« Reit e hues ar en doar ur lod ag hou tañné
» Eit lakat é me zi muioh a vraùité ;
» Groeit e hues d’ein nezé er blijadur dousan,
» Deit devad-on bremen de baléz kaer en Nean ! »