Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —



Hoantat madeu e zou és d’oh,
Ou havet e zou diésoh,
Rak liès en treu e hoantet
E zou pelloh eit ma chonjet
Er péh e sou guellan dalhmat
E sou hoantat a galon vat
Ma tégoéhou pep tra bamdé
El ma plijou d’en Eutru Doué.


————


Er Blei hag er Hi


————


Ur héh blei e oé ken tret
Ma oé séh él un tam koed ;
Ne oé meit éskern ha krohen
Goleit get ur vil a bañnen.
Er blei-men e gav un dé
Ar é hent ur pikol ki
En doé téhet de valé
Er parkeu pèl doh é di ;
Lart e oé, biskoah lartoh
Hag ur bannen flour dehou.
Chonj er blei, nitra suroh,
E vehé bet krog én nou
Hag er lakat a dammeu.
Mes ean en doé eit um zihuen
Dent luem én é chajelleu.
Er blei enta, soublet é bén,
E ia de gavet er hi.
« Eutru, na gaillart oh hui !
E lar ean dehou get respet.
— « Ker gaillart él-on mar karet
E véet, e reskond er hi.
« Kuiteit hou koėdeu, rak énné
« Ne gavér meit poén, melkoni,
« Kerteri liésan eué.
« Pegement ag hou kansorted
« E dremén ur vuhé kalet
« Ha ne gavant bouid de zèbrein
« Nameit hemb arsaù é skrapein !
« Deit genein mé, m’er lar d’oh,