Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 132 —


Rak ma hues a houdé guerso
Ur léh santé ar doar hou pro.

2

Hui e huél groh Sant Rivalan
En ur flagen, doh koed-Buman,
En ur tachad didrouz ha kloar,
Etré er Blanoèh hag er Sar.

3

Enni er Sant-men guéharal
Eit pellat azoh er bed fal,
En doé um dennet de viùein,
Rak ne chonjé meit hur salvein.

4

Enni pèl doh safar er bed,
Biùein e hré ataù kuhet,
Hag és e oé dehou bamdé
Seuel é spered tréma Doué.

5

Déieu, nozieu e dreméné
E laret pedenneu de Zoué,
E kastiein ol è vampreu
Dré er rustan penijenneu.

6

En don er groh rak ma pedé
Deulhinet ker liés en dé,
Ar er vein dré amzér uzet
Léh é zeuhlin e zou merchet.

7

Ar lein er groh-men ker brudet,
Ur groéz kaer e huélamb saùet ;
D’énou pep plé, sul er pardon,
E ta en dud é prehésion.

8

Ihuéloh de gavet Melrand,
Chetu ni é chapél er sant,