Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/131

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 131 —



24

Relègeu Albin e oé bet
Get er brasan lid énterret :
Er mirakleu kentéh goudé
E gommans bleuein ar é vé.

25

En dud klan e gav er iéhed
Ha memb er ré dal er guéled,
Seblant è ma è guirionné
Albin gelloudek dirak Doué.

26

Eurus oh hui, tud a Lesbin,
Hou pout eit patrom Sant Albin !
Pedet get fians hou patrom
Ha goulennet è hoarnasion.

27

Goulennet getou ma véet
El hou tadeu guir Vretoned,
De laret è guir gristénion,
Tud fidél de Zoué a galon.

28

Ha goulennet getou eué
Um gavet ol tolpet un dé
Etal dou dirak en Drinded,
E ranteleh en eurusted.


————


Kannen én inour de Sant Rivalan
(Parréz Melrand)


————


Diskan

O Sant Rivalan, ni hou ped,
A lein en Nean hur sekouret !


1

Tud a Velrand, kañnet get joé
Gloér hag inour d’en Eutru Doué