Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/123

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 123 —



VII

Dispign argant ne zoujamb ket
Eit hur bugalé keih,
Adal ma vou dehé disket
Hent er Salvedigeh.
Argant hag eur, er vuhé memb,
Petra é kement-sé,
Etal er gloér e gaveemb
Er Baradouiz un dé ?

VIII

Ni e varùou, mar bé rekis ;
Koll er fé n’hellamb ket.
Doh Jézus-Christ, doh en Iliz
E talheemb perpet.
Rak, gouiet mat, ret é laret,
Eit konz get guirioné,
Ne vehemb ket mui Bretoned
Pe vehemb tud difé

IX

Eit ma vou hur bugalégeu
Tud a fé èl-omb ni,
Ne faut ket ma heint d’er skolieu
Hemb Doué na krusifi.
Mès d’er skolieu léh ma huéleint
Er groéz santél bamdé,
Mès d’er skolieu léh ma kleùeint
Konz ag en Eutru Doué.


————


Kannen Sant Iouan beniget
eil patrom er Vretoned


————


Ton: Ni hou salud, stiren er mor.


Diskan

Eutru Sant Iouan beniget,

A lein en Nean hur sekouret
O patrom lan a garanté,

Kleùet peden hou pugale.