Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Strat - Guerzenneu Breih-Izel, 1931.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ie LODEN





Er Grillan hag er Velionen


————


En amzér ag en han,
Hemb arsaù, noz ha dé,
E kañnè er Grillan,
Ha bourus é kavé.

É kreiz en deverrans,
Ankoéheit mat en doé
A cherrein é viùans
Eit en amzér goudé.

Mes tremén e hra béan
En imbad, en hoari.
Chetu deit er gouian
Ha deit er gerteri !

Ne gavé mui nitra
De rein d’é gargusen,
Na prinùed, na bara,
Nag um tam kelionen.

Er Grillan disoursi,
Gouli kaèr é voelleu,
Kalz a hoant n’en doé mui
De laret soñnenneu.

De di er Velionen
Ean oeit, er hèh Grillan.
De houlen ur hrañnen
Aveit torrein é nan.

— « Me lar d’oh a vremen,
« A galon, emé éan,
« M’hou péou, en est-men,
« Diù krañnen eit unan. »

Mes er Vélionen kri
E reskond d’er Grillan :
« Bara ne hues chet mui !
« Petra hrèh hui d’en han ?