Pajenn:Le Neindre - Disput etre eun Tregeriad hag eur C'hernevad.djvu/2

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Pa ve honnez o tansal ha dall Korlê o son,
E oar just diouz an noten labourat he zalon.

Korfet ken moust ha ken skanv, ken yê ha ken lijer,
Kredi ran a rafe mez da flakennou Treger,
Chignonet ganti he bleo, seder he daoulagad,
Kozeal umbl ouz an holl, karget a feson vad.

Da re zo leun a orgouilh hag a c’hloriusted,
Ze zo kaos da galz ane ’gavont ket a bôtred,
Gwelet am eus Tregeris ’barz en Bre o tansal,
Henvel int ouz berniou teilh, poan d’e o ’n em finval.

AN TREGERIAD

’Teus ket ezom da bompi kement gant da verc’hed !
Eman liou ar pistoutou war da zimezelled ;
Henvel int ouz bugale livet gwen morfoennet ;
Kredi awalc’h a rafen devent ket hanter-voed.

Hon re ’zo teo ha lart ha ru ho lipenno,
Merc’hed o deus elokans dre en arsambleo !
Eur plac’h a Dreger ’zo trec’h da ziou eus ar sort-se :
Dougen a rafent unan dindan pep gazel d’e !

AR C’HERNEVAD

Me am oa klevet laret aboue pell ’zo amzer,
E oa kalz a dud diod ’barz en koste Treger.

Te ’velkent a renk bezan en hini diotan !
’Teus ket finaet ’boue oas bet sodet ar vej kentan !
Gant da verc’hed ec’h arru evel gant da bôtred,
Biskoaz ne dint bet evit ar Gernevadezed !

Tregeriz o deus merc’hed ’zo koustus de zalc’hen ;
’Gav ket d’e ve kaer awalc’h james o zoaleten :
O c’houef ’zo boutet a-drenv, o bleo ’zo bletonnet ;
'Ouiont ket penôz d’ober ’vit plijout d’ar bôtred.

Hon re ’zo gwisket dereat ha karget a furnez ;
Mest ar merc’hed ’barz en Frans eo ar Gernevadez ;
Gant he doare ken lirzin hag he zellou ken drant,
Lemel e ra mab e vam ermêz a zen yaouank.

Pa deuio pôtred yaouank er vro de glask gwrage,
’Vo dalc’hmad ar breferans evit merc’hed Kerne.

AN TREGERIAD

Marteze eo poent awalc’h achui ar prosez,
Tud ’veldomp vo ket kavet alies asambles.

Setu ni pell ’zo aman hon daou o prosezi,
Pep hini ’tifen e vro ha kuit a fachiri ;
Biken n’am ije sonjet e vije bet kavet
Tud ken dereat ha c’houi ’mesk ar Gernevaded.

Evomp c’hoaz pep a vanac’h da derri hon sec’hed,
Strinkomp hon daou asambles evel gwir vignoned.

AR C’HERNEVAD

C’houi ho peus bet da gentan komanset ar barti,
Mar ’peus c’hoant da achui me zo ken prest ha c’houi.

C’houi an evoa ordinal stum eun den a fêson ;
Biken n’am ije sonjet ho pije kouls kalon ;
Mar ’m e biken an enor d’ho kwelet en Kerne,
Me deuio d’ho saludi gant pep humilite.

Joa a refe d’am c’halon ho kwelet bars ma zi,
Eus ar sort gwellan am mes donet d’ho regali…
O-daou o deus glac’har vras o tont da ’n em guitat
Ken e rede daero dimeus o daoulagad.

Prometi a rent o-daou, an eil hag egile,
E vijent gwir vignoned betek fin o bue.
An neb an eus gret ar son ’zo arru gwen he varo ;
Kollet an eus e envor, n’e ken evit rimo.

Mar vijen bet studiet ’vel kalz a dud desket,
’Mije bet muioc’h a stum da riman brezoneg ;
Gret am eus bet meur a zon ’boue mac’h on er bed-man,
Marteze a vo houman an hini divezan.

Arru eo pleget ma choug, kleuzan ’ra ma bisaj ;
Me am o ’vit an deiou en douar ’vit partaj ;
Santout e ran an Ankou en kichen ma zeuliou,
’Zo prest da lakat e falz d’achui ma deiou.

Pa glevfet e vin maro, ho pedan, ’n han’ Doue,
De lavaret eur beden ’vit repoz ma ine,
Mar ’m eus lavaret netra a zroug ebarz ma zôn,
Ouz Doue hag ouz an dud goulen e ran pardon.

Karget a humilite, o tonet d’ho kuitât,
Goulen he ran ’vidomp holl digant Doue, hon Tad,
Ar yec’hed ar gwellan da hedan hon bue,
Peuc’h hag evurusted, chans ha prespolite.

Ma vo en Dregeriaded hag ar Gernevaded
Mignoned da virviken e palez an Drinded,
En kompagnonez ar Zent, an Ele, ar Werc’hez,
Kurunet en kreiz ar gloar da virviken james !

Evelse bezet gret.

LE NEINDRE, J.-M.