Pajenn:Le Neindre - Disput etre eun Tregeriad hag eur C'hernevad.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


DISPUT
etre eun Tregeriad hag eur C’hernevad
————


’Vidon bezan arru koz am eus c’hoant kent mervel,
D’ober eur zon da ganan ebarz en Breiz-Izel
Da implian ma spered da riman eun disput
Etre daou den ansien istimet gant an dud.

Unan ane so hanvet Jilez an Tregeriad,
Egile ’zo e hano Pipi ar C’hernevad.
Seblanti reont ho daou bezan tud a feson,
Kredi ’ran int istimet pep hini ’n e ganton.

Me oa êt ar zadorn all d’ar marc’had da Wengamp ;
Oan ket abred d’arruout, ma c’hoz varc’h n’e ket amp ;
Pa oa arru ar c’hreiste kasi gret ma marc’had,
’N eur vont war draou gant ar ru, kavis eur c’hamarad.

Antren a rejomp hon-daou ’n eun « hotel » eus ar gêr ;
Goul a rejomp da evan pep a chopad bïer ;
Pe oamp azeet eus tôl hon deus klevet raktal
Eun disput eus ar gwasan er penn-all eus ar zal,

Entre daou zen ansien ha n’anaveemp ket ;
Memes tra ’doa plijadur o tonet d’o c’hlevet ;
Unan aneze a oa Kernevad chupen-ver,
Egile livitennek, eus a-goste Treger.

Pep-hini gôzee en langaj mod e vro ;
Er feson-ze, mar gallan, me o dizrenvelo ;
seblanti a rent o-daou bezan tud a feson,
Pinvik hag istimet mad, pep-hini ’n e ganton.

An Tregeriad a gomans da gentan riotal,
Mes resevet mad e oe ha digemeret fall.

AN TREGERIAD

Me emezan ’m eus anvi eus ar Gernevaded,
Rak bean ’deus eur vro vad, herve am eus klevet.
Eno ’zo foen er prajou hag ed er parkeier…
Ni n’hon deus netra a vad ’barz en koste Treger ;

Ar re-man ’zo tout pinvik, herve am eus klevet,
Disket bras, leun a skiant ha karget a spered.

Eno ’zo zaout ha kesek, loened mad da werzan…
Ar Gernevaded ac’h eo brao a-walc’h d’e bevan.

AR C’HERNEVAD

Fidouac’h feus ket ezom da zont da riotal !
C’houi marteze sonj ganac’h ac’h e sod ar re-all.

En Kerne, a dachennou e kaver lanneier,
Mes bout a ra douar mad kenkoulz ’vel en Treger,
Bout a ra paour a pinvik a bep sort kalite ;
Ebarz en koste Treger, e kredan ’zo ive.

Bezan ’zo tud a feson, bezan ’zo kanailhez,
Mes ken fall ’vel Tregeris n’an int ket bet jamez ;
Eus eur c’hernevad a ya da dremen « cour d’assis »,
Mont a ra ouzpenn ugent dimeus a Dregeriz ;

Elec’h ma vent kondaonet da vont d’ar galeou,
Da vervel gant an ezom, da dibri gant ar laou ;
Te teus ordinal dispriz ’vit ar Gernevaded,
Ze zo kaos e lavarez n’o deus ket a spered.

Mes ni ’deus eur seminêr ’barz en Plougerneve,
Elec’h ma teuez d’ar skol, da vugale ha te.
’Vit bezan hirr da chupen, baro dindan da fri,
Me, mab paour, gonto ganit er feson ma kari.

Me ’gonto ganac’h en galleg, en latin hag en greg,
Pe mar deo gwelloc’h ganac’h c’hoariomp en brezoneg ;
Te a teus serret eur bern eus a pez na goust man,
Eun hanter mui a voged ’zo ganit ’vit a dân

AN TREGERIAD

Ma ine ! Setu aman eun den eus an drolan !
Evit eur badinerez e deut da ’n em fachan !
Breman e kredan parfet d’ar pes a meus klevet,
E zo tud ’barz en Kerne sotoc’h ’vit o loened.

Te n’an out ’met eur poufer eur pomper, eur gaouiad !
Ezet e walc’h e gouvet penôs out Kernevad !
Herve klevet ac’hanout, te zo eun den savant,
Me zo bet ive ar skol gwechall pe ouan yaouank.

En ez pro e lavarez e teus eur seminer ;
Ni hon deus ive unan ebarz en Landreger,
’Lec’h ma zo profesourien a oar latin a greg…
N’e ket red mont da Gerne ’vit bezan studiet.

Herve klevet ac’hanout, te zo pinvidik bras ;
Me lavar, herve ma sonj, penôs ec’h out paour-ras.
Kement gwech e valeer ’bars en koste Kerne,
Dre-oll e weler skrivet mizer ha paourante.

Eul lochen an disteran a zervij d’it da di,
— En Treger ve ket bet mad d’ober eur marchosi, —
Dibri a rez bara gros, patatez peilh ha tout ;
Tremen ’reont pez ha pez ebarz en toul da c’houg.

Da venaj eus ar lousan am eus gwelet james,
Tud enor na c’houlfent ket antren ’n ez tiegez,
En Kerne, herve larez, out karget a furnez,
Ha Treger eo ar feunteun eus ar fallagriez.

Kouskoude me a zo bet alies er « jure »,
Gwelet am eus kondaoni kalz dimeus a Gerne
Da vonet d’ar galeou d’achui ho deiou,
’Vit resev ar rekompans dimeus ho vertuiou.

AR C’HERNEVAD

Red eo a ves arru meo, petramant innosant,
Pan-e-gwir e lavarez langaj ken diskiant,
Me ’m eus baleet pell ’zo, hag a-dost hag a-bell,
En kement terouer ’zo ebars en Breiz-Izel ;

Hag ar lousan menajo am eus gwelet biskoaz,
Am eus kavet ordinal ebars en Treger-Vras.
Du-ma pan arru an den da gerzet ’barz an ti,
Dustu a welo e skeud dre oll o lugerni.

En Kerne e zo merc’hed antrin ha dilikat,
A so kapabl da zerc’hel eur menaj en etat…
’Bars en Kerne a larez e dister an tier,
Kement den ’zo oar a-walc’h out o laret gevier.

Rak bout e ra tier kaer, bout e ra noblansou,
Lec’h ma chom otrone vras mest da gals a vadou ;
Kement den zo oar a-walc’h rak dre-oll e larer,
Penôs e pinvidikoc’h bro Kerne ’vit Treger.

AN TREGERIAD

’Gredan ket out ken pinvik, rak ne teus ket an êr
Da vezan, e nep feson, uheloc’h ’vit Treger ;
Du-ze ’zo kirri kavel gant en dud o charre,
Daou goele hag eur c’hoz ros ’zo da stagan warne.

Gant da gezek diouar-voan hag ho rêrou gever,
Ar sort-se na vezont ket istimet en Treger ;
Mar teufes gant da harnez dre du-man da vale,
Redfe an dud d’he gwelet ’vel dre guriozite.

Dre du-man kaver kezek ’zo ledan o senvier,
Kirri bras ’zo war o lerc’h a zo teo ha pounner ;
Me am eus pemp e gezek da stagan war ma c’harr,
Pa gomansont da gerzet, krenan ’ra an douar.

Sur awalc’h mar valefent war paveou Kerne,
E tigorfes da c’heno da zellet trezek d’e !
Du-man ’c’h a merc’hed bemde da gas lêz ’barz en kêr,
Bemde ’teu arc’hant gante en o godel d’ar gêr.

AR C’HERNEVAD

Biskoaz n’am eus gwelet den ken aheurtet ha te !
Te fot d’it laret e ve hanter-noz da greizte ;
Gredan ket out sot awalc’h da zonjal ’n ez spered
Da gât kezek a briz ’vel ar Gernevaded.

Eur jo a ya e-unan betek dek mil liver…
Marteze da harnez vras n’afe ket d’an hanter ;
Gant de gezek rerou bras a da c’hrizilhennou,
Ober a rez kalz a drouz ’n eur vont gant en henchou.

Du-man ’stager c’houec’h ijen ha pevar a gezek,
Hag am eus gwelloc’h harnez ’vit an Dregeriaded ;
Sur awalc’h ma vent staget war da harnez ha te,
Rafe d’it dont a souz-drenv da vale da Gerne.

Da verc’hed a ya en kêr da gas koaven bemde,
An hanter eus an arc’hant lakont ’barz en kafe ;
En Kerne n’er ket bemde da gas lêz d’ar c’hêriou,
Pa ve gwerzet an oen ni ’deve yalc’hadou.

Pevar pe bemp mil liver, c’houec’h pe zeiz alies…
Ken-ma fo bet kement-se fo labour da gas lez !
Pa vo dastumet an est ’barz en koste Treger,
’C’h i bemde gant da harnez da gas da ed en kêr.

Mes pa vo arru gouel Yan ha krog ar Vadelen,
E vi gwelet o vale, da zac’h en gwadegen ;
Ar c’hernevad n’e ket red d’ezan gwerzan e est,
Gant arc’hant an oen bras a ve paeet ar mest.

Mar garru ’n ed da vankout eur blavez bennaket,
En zolier ar c’hernevad e vo kavet bepred.

AN TREGERIAD

Klevet am eus alies koseal eus Kerne,
Biskoaz den n’am eus klevet o veuli ar vro-ze.

En Treger e zo dre-oll soliou eus a c’haeran,
Bara gwiniz zibri, jist ha gwin da evan ;
En Kerne ec’h out o klask ober tud hep danve,
En eun Tregeriad e zo danve daou he sort-se.

Henvel int eus klianted blouket ho brageier,
Da evesat ar loened e vent mat en Treger ;
Du-man ’zo gwerset yaouank ha bleo war ho bruched,
A rafe nebeut a forz eus ar Gernevaded.

Kredi e ran, mar krogfent kolierou darn ane,
he c’halfent sonjal hardi ’barz en eternite.

AR C’HERNEVAD

Biken n’am ije sonjet a vijes bet ken diot,
Na ken hardi da laret kement a langaj sot.

Nep a gredfe ac’hanout, sur mat, a lavarfe,
Ebarz en koste Kerne n’eus nemet bugale ;
Gredan ket ’c’h out bet biskoaz ’mesk ar Gernevaded ;
Ar re ze o deus tromplet kalz a Dregeriaded.

Dre zu-man ’zo pôtred vihan a zo leun ho dilhad,
He lakafe boutonou Tregeriz da zailhat,
En nostant e lavarez ez int gret hep danve,
Biskoaz n’e bet Tregeriz gouest da c’hoari gante.

Mar ve savet eun arme eus ar Gernevaded,
Da vont da ober brezel ouz en Dregeriaded,
Gwelet a rafes timad, arôk fin ar barti,
Kas Tregeris a-souz-drenv ’barz ar mor da veuzi.

An nep a ve sot awalc’h da gredi ac’hanout,
a larfe ’barz en Treger e ves tudjentil tout,
Dibri a res bara flour, evan gwin ar finan…
Goude-ze ho pe labour o vonet da blegan.

Herve klevet ac’hanout, te zo eun diaoul a bôtr,
Mes ne gredan ket ’zo kalz arc’hant ’barz de chakod,
’Vit derc’hel laurens ar grand gant enor ’barz ar zal,
E ve da borte-moneï gant famin ho yudal.

AN TREGERIAD

Pa ne c’houllez konsanti ar c’holl gant da bôtred,
Gwelomp breman, ma karez, diwar gont ar merc’hed ;
Me a oa bet ar zun all en Kerne o vale,
A wele merc’hed gwisket gant neubet a zanve.

Gant o chupen war valans ha gant o chignoned,
Oan ket ’vit harz da c’hoarzin na pa vijen krouget ;
Gredan ket e ve moyen d’ober netra gante,
En Treger vent ket bet mat da gempen bugale.

AR C’HERNEVAD

Mar deufes eur vech bennak da foar Sant-Nikolez,
Te ve laket souezet gant ar Gernevadez,