Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Joubioux - Doué ha mem bro.djvu/76

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —



Mar fari en eutru Person
Én ul larèt é overen :
— Ne ya ket en treu a fæçon,
A chonjo Job en dal aben.

Kerclous èl en eutru Curé,
Job a houér larèt katechen ;
Hag, hemb fari, d’er vugalé,
De chair-noz, é tisk el lézen.

Hoér erbet ne lar pedenneu
Kement èl Job er heih peur dal ;
Hag, aveit kannein gùerzenneu,
Èl Job ne gavér ket un al.

D’er gouyan, é korn en hulèd,
Dén, èl Job, ne lar un histoér :
Ar en diaul, er bolbigeannet,
Ean a houér ré hir ha ré bér.

D’en han, mar det d’er pardonneu,
Hui a gavo Job, hemb arvar.
En dud hum zastnm d’er cheleu
Hag a lar : n’en dès ket é bar.


————