Pajenn:Le Jean - Burzudo Breiz.djvu/1

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
BURZUDO BREIZ


————


D’am mignon Erwan HERNOT


————


I


Ma Breiz-Izel, te eo ar vro
Zo goloet a vurzudo ;
Ia, Breiz, ma vez anavezet
Dre ar bed holl e vez brudet

Enn da greiz zo koajo teval,
Koajo dero, ledan ho zal ;
Enn dro d’it e krozmol ar mor,
Te a zo koant, ma bro Arvor.

Da venezio, frost hag huel,
Zo brao da welet euz a bell ;
Hag ar gerek, war ho c’hilpen,
Er c’houmoul aour a guz ho fenn.

Ez traouienno zo brouskoajo
Ha ieod med ebarz da brajo ;
Till ha pin war grab ann dosen
Hag er parko eosto melen.

Da sterio kamm gant ho dour skler
War zu ar mor a red zeder ;
War da hencho, tort ha meinek,
Da gezek skanv a oar redek.

Redek buan er c’hlazenno
Da c’hounit maout ha rubano,
Chasa goude war ann ara
Da c’hada ed d’ober bara.

Da botred vad, da verc’hed koant
A weler enn hent, kant ha kant,
O vont da bardon Gwir-Zikour,
Da Zant-Matelin Monkontour.

D’ar Releg, da Zantez-Anna,
War ho zroad hag enn eur gana ;
Da Remengol, Zand-Iann-ar-Biz,
Ar fe a zo gant-he diskuiz.

Setu aze, e berr gomzio,
Skeuden Breiz enn he douaro ;
Hogen e kichen ar mor glaz
me gav anezhi bravoc’h c’hoaz.