Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Jean - Ar goz derven hag ar goz vilien, 1863.djvu/4

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


D’ann eil e reaz eur c’halvar gant meinerez he vro,
Ann taol a zeuaz da vad, ha brud vraz tro war zro ;
He hano a iez neuze dre holl, e berr amzer,
Rag gouzoud a rea ober sent brao ha kroaziou kaer.

Doc’h-tu arc’heskop Roazon digant-han a c’houlenn,
Da lakaad enn he gampr eur C’hrisd ha diou skeuden ;
Plijoud a reaz he labour da gemend her gwelaz,
Kant skoed gwerz butun en deuz hag eur vedalen c’hoaz.

Gan-eoc’h-hu e reaz goude eas eur c’halvar kaer,
Binniget gand ann Eskop e berred Lann-Dreger ;
Eunn all ha peder skeuden da dud Peurit-ar-Roch,
Eunn all da iliz Gwengamp, hag holl kaer pe gaeroc’h.

Gwengampiz o deuz roed eur bez kaer da eur sant
Douared enn ho berred, d’ann aotrou ker Briant ;
Hernot en deuz gread hen-nez enn eur stumm deread,
Mar he weled-han biken e lerfod eo great mad.

D’eunn dug en deuz gread eur groaz a zo ead d’ar Poitou [1]
Eur C’halvar e Plouared ha kalz a skeudennou ;
E Penn-Poull e ma ive bez kaer ann aotrou Moa,
Kemend a welo hen-nez ho devo kalz a joa.

D’ann Naoned en deuz kased eur groaz kaer da welet,
Hag eur vedalen arc’hand ac’hane en deuz bet ;
Ar groaz-se a oe gwerzed d’eunn itroun binvidik [2]
A c’halvaz d’he binniga daou eskop birvidik.

Ann aotrou David, eskop ebarz e Sant-Briek,
A gar meurbed Breiz-Izel rag ar vro zo feizek ;
Hernot en deuz gread d’ezhan eur c’halvar Kerzantoun
Ha dirag-han, o pedi, eur Breiziad a galoun.

C’houec’h medalen, war eunn dro, en deuz Hernot breman
Hag eur mab digand Doue da sikour anezhan…
Breiz-Izel, ma mamm bro ger, savit huel ho penn,
Bepred ho pezo enor ouz ho micherourien.

Eunn niver braz a draou kaer, stlabezed dre ar vro,
A gendelc’ho a Hernot da viken ann hano ;
Hag er c’hantvejou da zond e vezo lavaret:
« Peger kren e ioa ar feiz enn amzer dremenet ! »


Gwengamp, ann 2 a vis Here 1863.

I.-M. AR IANN.

  1. Ann duk Des Cars.
  2. Itronn De Mauclerch.

Gwengamp, e ti AR GOFFIC, Mouler-Levrer.