Mont d’an endalc’had

Pajenn:Le Jean - Ar goz derven hag ar goz vilien, 1863.djvu/2

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


Setu petra lavare kleier braz Plouared :
(Me moa ho c’hleved ive pa oa han badezed.)
« Dero d’ezhan, dero koz, kizellou, kizellou,
« Dero d’ezhan, dero koz, kizellou, kizellou. »

— C’houi zo eur ravoderez, marteze oc’h bouzar,
Pe da glasg ar wiriounez gevier c’houi a lavar ;
Awichou ez eo kazuz ; ar c’hleier a gane :
« Kerzantoun ha gerrek braz, petra viod eunn de ? »

Brasa gaou eo ho hini, ar c’hleier a lavar
D’ann nep en deveuz c’hoant kaer ann holl gomzou a gar,
Dero koz a lavarend d’ar baourez keaz derven,
Kerzantoun ha gerrek braz, d’eoc’h-hu, koz vilien.

— Kement se a ziskwel d’imp e renkimp holl mervel
Hag ez ai hor relegou da choum d’ar broiou pell ;
Ar voc’hel ho tizkaro hag ar poultr am fraillo,
Send a vo great gan-hen-me ha gan-eoc’h-hu sparlo.

Rasked e vo c’hoaz ma fri, breman e welann ze,
Hogen red mad eo plega p’en deuz komzed Doue ;
Ann enor a vo d’eoc’h-hu ha d’in me ann holl boan,
Ha gwelloc’h eo beza sparl evid devi e tan.

— Da betra skuilla daelou, evel se ma ar bed,
Pa vezinn ead da galvar enn eur groaz-hent saved,
Ar gristenien, o tremen, gant hasd am saludo
Ha c’houi a welo Doue pa viod aoterio.

Ar wiriounez zo gan-eoc’h, ne wienn ket ze c’hoaz,
Hag ann dud, warlerc’h Doue, a ro d’imp enor vraz :
Jesus-Krist war ann dero enn he groaz zo marved,
Dindan eur mean eveldoc’h e oa bet lakaed.

— Ann ijen a zo aze ebarz traou al lannek
A lavar ez eo echu nozvez ann Nedelek ;
Tevel a zo ret breman, gortoz ac’hann da vloaz,
Deuit c’hoaz, amezegez, azeit war ma skoaz.


II.


Ann dero hag ar bili ne ouzont hano den ;
Mar d’int dic’hoaned eunn deiz ebarz enn hor zraouien,
Ne-ket da skuilla daelou na gouzanvi poaniou ;
E mand e tre hon daouarn da ober hon ioulou.

Ne d’eo ket galved ive ann holl dud war ar bed
Da ober, evel Hernot, kalz a draou kaer meurbed ;
Digand ar Feiz e c’houlenn penaoz ober pep tra,
Hag hi a ziskwell d’ezhan ann tu da gizella.