Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
77
HISTORIK.

L. O véza na bédann kéd Doué évid-oun va-unan. G. Pénaoz ef-hén hô tâd. L. O véza ma en deûz va c’hréat kémend ha m’az ounn. G. Ha n’oc’h-hu kéd hé vâb enn eunn doaré all. L. Ia, dré hé c’hrâs, ô véza breûr da Jézuz-Krist. G. Pérâg é livirit-hu éma enn Énv kentoc’h égéd é léac’h all. L. O véza m’az eo énô é wélomp gwelloc’h hé c’hloar. G. Pénaoz ef-hén meûlet hanô Doué. L. Dré ann énor a rô d’ézhan ar grouadurien. G. Pétrâ eo rouantélez Doué. L. Ar vuez peûr-baduz. G. Pénaoz ef-hi sévéned hé ioul war ann douar. L. Pa rén hé c’hrâs enn-omp. G. Hon ioul hag hî a zô mâd héb béza hénvel oud ioul Doué. L. Nann, na hell béza némét fall. G. Gant piou eo sévénet ioul Doué enn Énv. L. Gand ann Éled ka gand ar Gwenvidien.




DAOUZÉKVED GENTEL.
Heûl eûz a Béden ann Aotrou.

Ar bara pemdéziek a zô da lavarout ar boéd eûz a bép dervez, ha kément trâ a zô réd évid ar c’hendalc’h eûz ar vuez. Ann dûd holl a dlé anaout pénaoz eo digand Doué é teû d’ézhô hô buézégez, ken d’ar ré-binvidik, ken d’ar ré-baour ; ha bemdéz é tléomp goulenni a-nevez hor bara, ô véza ma teû hon ézomm da névézi bépréd. Ar bara-zé a zô c’hoaz da lavarout ar boéd spéréduz