Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
KATÉKÎZ


NAVED GENTEL.
Eûz a Zistol ar béc’héjou.

N’eûz a zistol évid ar béc’héjou néméd enn Iliz gatolik ; hag eunn heûl eo eûz a gen-unvaniez ar Zent. O véza ma’z omp memprou Jézuz Krist, hon eûz lôd enn hé zellidou brâz meûrbéd ; hag ô véza ma eo Doué, en deûz ar galloud da zisteûrel ar béc’héjou. Ar galloud-zé en deûz rôed d’hé Ébestel, ô lavarout : Digémérid ar Spéred-Santel ; ar ré da béré hô pézô distolet hô féc’héjou, é vézô distolet d’ézhô ; hag ar ré da béré hô pézô hô dalc’het, é vézô dalc’hed d’ézhô. Eûz ann Ébestel, ar galloud zé a zô tréménet d’ar ré hô deûz lékéad da véleien, hag ével-sé eo padet bété nî. Ann Distol eûz ar béc’hejou a zô gréat da-genta er vadisiant, péhini hô lam holl,, kerkouls ar péc’hed orijinal, gant péhini omp ganet, ével bugalé da Adam, kerkouls ar béc’héjou a ra pép-hini, hag a hanveur péc’héjou aktual. Goudé ar vadisiant, éz eûz c’hoaz eur wellaen, péhini eo sakramant ar binijen, a zô réd évid ar béc’héjou marvel, hag a zô talvouduz bépréd évid ar béc’héjou vénial. Ar péc’hed marvel eo ann hini a ra koll grâs Doué, hag a laka da véza dellézek eûz ar marô peûr-baduz, ével al lazérez, ann avoultriez, al laéronsi. Ar péc’hed vénial eo ann hini na voug két a-grenn ar garantez,