Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/84

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
70
KATÉKÎZ

ré-vâd ha ré-fall bété deiz ar varn. G. Pétrâ eo da lavaroud Iliz katolik. L. Da lavaroud eo, Iliz hollek. G. Pénaoz ef-hi hollek. L. O véza ma en em skign dré ann holl amzeriou, adalek krouidigez ar béd. G. Hag en em skigna a ra ivé dré ann holl lec’hiou. L. Ia, ann hévéleb Iliz eo dré ar béd holl. G. Pétrâ eo da lavaroud abostolik. L. Évid diskouéza eo pénaoz é mîr kélénadurez ann Ébestel. G. Ha pétrâ c’hoaz. L. Pénaoz hé Eskeb a zô é léac’h ann Ébestel.




EIZVED GENTEL.
Eûz a Gen-unvaniez ar Zent.

Ken-unvaniez ar Zent né kéd hép-kén al lôd é Sakramant santel ann aoter, hôgen enn-holl, rann ann holl vadou spéréduz étré holl vemprou ann Iliz. Na réomb holl néméd eunn hévélep korf, évid-omp da gaout kargou dishénvel, é-c’hiz da gélenna, da véra, da zervicha ; ével m’hô deûz préderiou dishénvel kévrennou korf ann dén. Ar ré holl a zô enn Iliz, mar d-int é stâd a c’hrâs, hô deûz hô lôd enn holl bédennou hag enn holl ôberiou mâd a réeur enn-hi. Ar ré a zô er-méaz eûz ann Iliz, da lavaroûd eo, ar ré a zô eskumunuget, n’hô deûz lôd é-béd enn-hô ken-nébeût hag ar baganed. Râg ann Iliz é deûz ar gwîr da eskumunugi ar ré holl hô deûz gréat péc’héjou brâz, hag évit péré na fell kéd d’ézhô ôber pi-