Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
HISTORIK.

Ann hévéleb Iliz eo péhini é deûz padet adaleg Adam, Noé, Abraham hag ann holl Dadou-brâz bété Moizez. Adalek Moizez, ar Véleien-vrâz diskenned eûz hé vreûr Aaron, hô deûz padet bété Jézuz-Krist ; hag abaoé Jézuz-Krist éc’h anavézomp ann holl heûliadur eûz ar Babed a zô bét goudé Sant-Per, Ann Iliz a zô skignet dré ann holl vrôiou eûz ar béd, ha dré-holl é deûz eunn hévélep feiz hag en em zervich eûz ann hévélép sakramanchou. Abostolik eo hanvet, ô véza ma vîr kélénadurez ann Ébestel, hag ô véza ma pign ann heûliadur eûz hé Eskeb bétég ann Ébestel, dreist-holl enn Iliz Romen, é péhini é gourc'hémenn ar penn gwéluz eûz ann Iliz hollek.

Goulenn. Pétra eo ann Iliz. Lavar. Ar stroll eûz ann dud léal dindân eunn hévélep penn. G. Pétrâ eo ann dud léal. L. Ar ré a heûl ar wir lézen. G. Péhini eo ar wir lézen. L. Ann hini en deûz desket Doué hé-unan. G. Péré eo merkou ar gwir Iliz. L. Ma'z eo unan, santel, katolik hag abostolik. G. Pénaoz ef-hi unan. L. O véza ma eo unanet dindân eur penn hép-kén. G. Piou eo hé fenn. L. Jézuz-Krist. G. Ha né deûs-hi kéd ivé eur penn gwéluz war ann douar. L. Ia, ar Pâb, péhini a zô é léac’h Sant Per. G. Pétrâ eo ann hérétlked. L. Ar ré a fell d’ézhô ôber eunn Iliz nevez a dû. G. Pénaoz ann lliz ef-hi santel. L. Dré hé c’hélénadurez, hé sakramanchou hag hé fenn, péhini eo Jézuz-Krist. G. Hé holl vemprou hag hî a zô santel. L. Nann, béz’ éz eûz enn hô mesk