Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
66
KATÉKÎZ

gouézô, ann héol hag al loar a dévalai. G. Pétrâ a rai ann Éléd. L. Strolla a raint ann holl dud ouc’h son ann drompil. G. Ha pénaoz é teûi Jézuz-Krist. L. War eur goabren é tiskennô gand eur veûrdez vrâz. G. Pénaoz é varnô ann dûd. L. Hô barna a rai hervez hô ôberiou. G. Peûr é teûi ar Varn-zé. L. Dén n’her goar.




C’HOUECHVED GENTEL.
Eûz ar Spéred-Santel.

Ar Spéred-Santel a zô ar galouniez pé ar garantez, péhini eo Doué hé-unan, da lavaroud eo, ar garantez spéréduz, dré béhini ann Tâd peûr-baduz en em gar hé-unan hag a gâr hé Vâb, ha dré béhini ar Mâb a gâr hé Dâd hag en em gar hé-unan. Dond a ra éta eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb ; pâr eo d’ézhô, évit-han da véza eunn dén dishénvel eûz ann Tâd hag eûz ar Mâb. Doué hag Aotrou eo ével-t-hô, dellézek da véza azeûlet ha meûlet kévret gant-hô, hag ann énor-zé a zougomp d’ézhan, ô lavarout : Gloar ra vézô d’ann Tâd, d’ar Mâb ha d’ar Spéred-Santel ; ével ma oa er penn-kenta, ha bréman, ha bépréd hag é amzeriou ann amzeriou. Ével-sé bézet gréat. Hén eo en deûz komzet dré c’hénou ar Broféded, ann Ébestel, ann Aviélerien hag ar ré all holl péré a zô bét aliet gand Doué. Spéred-Santel é c’halvomb ané-