Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
HISTORIK.

sklaved d’ar Romaned, a oé kased er-méaz eûz hô brô ha lékéad er stâd dizeur é péhini émint abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz. Lidou al lézen gôz a oé torret neûzé enn-holl-d’ann-holl : râk bété neûzé é oa béd aotréed hô ôber, d’ann dûd léal, kerkouls ha d’ar ré all.

Goulenn. Pérâg é padaz c’hoaz eunn nébeûd amzer ar Géar a Jéruzalem goudé embann ann Aviel. Lavar. Évit ma vijé saved Iliz ar Jentiled war ziazez hini ar Iuzevien. G. Gant piou é oé dismantret Jéruzalem. L. Gant Tituz, mâb ann Impalaer Vespazien. G. Ha kalz a dûd a varvaz énô. L. Unnék kant mil dén. G. ’Ha brâz é oé ann naounégez. L. Béz é oé mammou hag a zebraz hô bugalé. G. Pérâg é oé gwanet ar Géar-zé er c’hiz-zé. L. Dré m’é doa lékéat Jézuz-Krist d’ar marô. G. Pétrâ a zeûaz ar Iuzevien. L. É sklavérez é oent kaset ha skignet dré ar béd holl. G. Pétrâ a zô c’hoarvézet gant-hô a-c’houdé-véz. L. Émint c’hoaz enn hévélep stâd. G. Abaoé pégeid amzer. L. Abaoé ouc’h-penn seiték kant vloaz.




EIZVED GENTEL WAR-N-UGENT
Eûs ann Heskinou.

Ann Ébestel holl a oé merzériet, hag hô holl ziskibied, kerkoulz hag ar Babed kenta hag ann Eskep kenta a rôaz ivé hô buez é testéni ann Aviel.