Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/62

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
48
KATÉKÎZ

lavaroud eo, tést. G. Pé desténi hô deûz rôed ar Verzérien. L. Pénaoz eo gwir kélennadurez ann Aviel. G. Piou eo ar ré genta a zigéméraz ann Aviel goudé ar Iuzevien. L. Ar Zamaritaned. G. Piou eo ar c’henta eûz ar Jentiled a zigéméraz ann Aviel. L. Ar C’hanténer Kornel. G. Danévellit hé vuez. L. Kornel a ioa eunn dén a zoujans Doué, péhini a réa kalz a bédennou hag a aluzennou. Alied é oé gand eunn Éal da lakaad da zont Sant Per, ha Sant Per a oé aliet na rajé kéd a énébiez évit mond dî. G. Pétrâ a c’hoarvézaz pa oé énô. L. Ével ma téraoué hé gélenna gand hé dûd, é tigémerjond ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a rôaz Sant Per. L. Lakaad a réaz râk-tâl hô badézi. G. Pé mister a zéraouaz ann dûd da anaont neuzé. L. Mister Galvidigez ar Jentiled. G. Pétrâ eo. L. Dré-zé Doué en deûz galved ar Jentiled da zond é léac’h ar Iuzevien diskrédik. G. Pérâk Doué en Deûs-hén hô galvet. L. Dré hé wir vadélez. G. Piou a oé Abostol ar Jentiled. L. Sant Paol. G. Peûr hon Salver a c’halvaz-hén anézhan. L. Goudé ma oé pigned enn Énv.




PEMVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz a Ziazes ann Ilizou.

Ann Ėbestel en em skignaz dré ar béd holl, évit kélenna ann holl boblou, hervez ar gourc’hémenn en doa gréad d’ézhô Jézuz-Krist. Hôgen