Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
HISTORIK.

rôed hé c’hér é tazorc’hché. Hôgen ann trédé deiz, péhini a ioa ar zûl, Jézuz a zeûaz er-méaz eûz hé véz béô ha leûn a c’hloar, hag ar warded a choumaz é-c’hîz tûd-varô. Ann Ébestel hô doé béac’h ô kridi pénaoz é oa dazorc’het : ha na grédchont stard kément-sé kéu n’hô doé gwélet Jézuz gand-hô daou-lagad hô-unan, kén n’hô doé dournatet anézhan gand hô daouarn, ha debret gant-han. Meûr a wéach en em ziskouézaz d’ézhô é-pâd daou-ugent dervez ; rei a réaz d’ézhô meûr a gélen, hag é c’hourc’hémennaz d’ézhô mond da brézégi ann Aviel d’ann holl boblou, hag hô badézi enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb, hag ar Spéred-Santel. Rei a réaz ivé d’ézhô ar galloud da zisteûrel ar béc’héjou : hag é rôaz hé c’hér d’ézhô é vijé gant-hô bété divez ann amzeriou. Koulskoudé é pignaz enn Énv dira-z-hô, hag é choumaz énô azézet enn tu déou da Zoué ann Tâd holl-c’halloudek, savet dreist ann holl grouadurien : hôgen na baouez két da ginniga da Zoué hé zellidou évid-omp, ha da skoazia hé Iliz kén na ziskennô eûz ann Énv eur wéach c’hoaz évid dond da varna ar ré-véô hag ar ré-varô.

Goulenn. Goudé ma oé marô Jézuz, pétrâ a oé gréad eûz hé gorf. Lavar. Enn eur béz é oé lékéat. G. Pétrâ a réaz hé énébourien. L. Gwarded a lékéjond énô. G. Pé da zeiz é tazorc’haz Jézuz. L. Ann trédé deiz goudé hé varô péhini a oa eur zul. G. Hag ann Ébestel a grédaz hép poan pé-