Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/50

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
36
KATÉKÎZ

d’ar ré-zall, al lavar d’ar ré-vûd, ar c’hleved d’ar ré-vouzar ; dieûbi a réa ann dûd touellet gand ann diaoul, dazorc’hi a réa ar ré-varô. Hé vuez a ioa ivé ar skouér eûz a bép seurt mâd. Vuel é oa a galoun ; kûn é oa ; gouzanvi a réa gand habaskded ann enkrézou eûz ar baourentez hag ann diézou eûz ann dûd. Leûn é oa a drugarez évid ar béc’herien a fellé d’ézhô distrei ouc’h Doué ; hôgen leûn é oa a véôder a éneb ar béc’herien kalédet. Na glaské é kémend a réa néméd gloar Doué hé Dâd, hag é tréméné aliez ann nôzvésiou ô pidi. Deski a réaz d’hé Ziskibied ar seurt péden-man : Hon tâd péhini a zô enn Énvou ; da hanô bézet meûlet ; da rouantélez deûed d’é-omp ; da ioul bézet gréat war ann douar, ével enn Env ; rô d’é-omb hiriô hor bara pemdéziek ; distaol d’é-omp hor gwall-ôberiou ével ma tistaolomp d’ar ré hô deûz gwall-c’hréat enn hor c’hénver ; ha n’hol laosk kéd da gouéza é gwall-ioul ; hôgen hon mîr diouc’h drouk. Ével-sé bézet gréat.

Goulenn. Pétrâ oa préder Jézuz. Lavar. Prézégi dré ar c’heriou ha dré ar vourc’hiou. G. Pétrâ a brézégé. L. Aviel rouantélez ann Envou. G. Pétrâ eo da lavaroud Aviel. L. Kelou-mâd. G. Pétrâ eo Rouantélez ann Énvou. L. Ar gerz eûz a Zoué hag ar vuez peûr-baduz. G. Pétrâ a lavaré Jézuz anézhan hé-unan. L. Éz oa ar C’hrist ha Mâb Doué. G. Pétrâ a lavaré é oa réd da ôber. L. Kridi enn-han hag ôber pinijen. G. Pérag ôber pinijen.