Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/45

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
HISTORIK.


Goulenn. Piou a oé mamm d’hon Aotrou Jézuz-Krist. Lavar. Ar Werc’hez Santel Mari. G. Eûz a bé vreûriez é oa. L. Eûz a Juda. G. Eûz a bé gérentiez. L. Eûz a Zavid. G. Piou a oé hé fried. L. Sant Jozef eûz ann hévélep kérentiez. G.Pénaoz é oé rôed da anaoud d’ézhi é vijé mamm d’ar C’hrist. L. Gand ann Éal Gabriel a gasaz Doué d’ézhi a-ratoz. G. Pénaoz é aotréaz-hi kément-sé. L. Goudé m’en doé ann Éal touet d’ézhi é choumjé gwerc’hez. G. Pétrâ a c’hoarvézaz enn-hi neûzé. L. En em c’hréaz kîk ar Gér. G. Pétrâ eo ar Gér. L. Mâb Doué. G. Pétrâ eo en em ôber kîk. L. En em ôber dén ével-d-omp. G. Péléac’h é oé ganet hon Aotrou. L. É Bétléem enn eur c’hraou. G. Pétrâ eo da lavarout ann hanô a Jézuz. L. Da lavaroud eo Salver. G. Piou eo ar c’henta Jentiled (pé Paganed) a azeûlaz anézhan. L. Ar Majed a oa deûet eûz ar saô-héol. G. Pétrâ a réaz neûzé Hérodez. L. Lakaad a réaz laza ar vugalé war-drô da Vétléem. G. Pénaoz é oé savétéet Jézuz. L. Sant Jozef hen kasaz enn Éjipt. G. Pénaoz é tréménaz-hén ann darn vuia eûz hé vuez. L. Béva â réaz é douj ar Werc’hez hé vamm ha Sant Jozef. G. Hag hé dâd é oa Sant Jozef. L. Nann, hôgen ann dûd a grédé é oa. G. A bé micher oa-hén L. Kalvez é oa.


————