Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
HISTORIK.


Goulenn. Piou a oé roué ar Iuzevien dindân Impalaerded ar Romaned. Lavar. Hérodez é oé. G. Peûr é oé sevénét amzer donédigez ar C’hrist. L. Dindân rén Hérodez. G. Piou é oa ar Iuzevien Kiguz. L. Ar ré na zerviché Doué néméd évit-hô hô-unan. G. Pétrâ a grédend diwar-benn rén ar C’hrist. L. Kridi a réant pénaoz é rénjé war ann douar, é lakajé ann holl boblou da bléga dindân galloud ar Iuzevien ; é vévché er madou, enn énoriou hag er plijaduriou. G. Piou é oa ar Iuzevien Spéréduz. L. Ar ré a zerviché Doué dré garantez. G. É pétrâ é iékéant hi hô gortoz. L. Er vuez all goudé ann dazorc’hidigez. G. Pétrâ a c’hortozent-hi digand ar Mésî. L. Ar skoazel a zô réd évid anaout ha karout Doué.




PEMZÉKVED GENTEL.
Eûz a C’hinivélez Jézuz-Krist.

Enn amzer ma oa Hérodez Roué é Judéa, ha ma oa Kézar-Aogust Impalaer é Rom, éz oa é Nazaret, kéar vihan eûz a C’haliléa enn douar santel, eur verc’h eûz a eûr zanlélez vrâz, hanvet Mari, péhini é doa lékéad enn hé fenn choum gwerc’hez, pétrâ-bennâg ma oa bét dimézet gand eunn dén santel hanvet Jozef, eûz ann hévélep