Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
KATÉKÎZ

a wélé ervâd pénaoz ar C’hrist a ioa daré da zont, hervez ann holl ziouganou : hôgen béz’ éz oa Iuzevien Spéréduz ha Iuzevien Kiguz. Ar Iuzevien Kiguz n’en em rôent néméd d’ann traou a wéleur : na zervichend Doué néméd évit kaout madou ann douar, pulder a éd, hag a win, kalz a jatal, tensoriou aour, hag arc’hant ; évit béva enn eunn doaré éaz gand hô bugalé. Na zoujend Doué néméd dré ann abek d’ar baourentez, d’ar c’hlénvéjou ha d’ar marô. Ar Iuzevien Spéréduz hag ar gwir Israélited â zerviché Doué dré garantez ; hé énori hag hé garoud a réant enn abek d’hé c’halloudégez, d’hé furnez ha d’hé vadélez dreist-holl. Ével ergerzerien en em wélent war ann douar, hag é c’hortozend eur vuez all goudé hou-man. Ann eil ré hag ar ré all a c’hortozé roûantélez ar Mésî ; hôgen enn eunn doaré dishénvel. Ar Iuzevien Kiguz a géméré gér-é-c’hér kémend hô doa lavared ar Broféded dré hévélédigéz. Dré-zé, é lékéant enn hô fenn pénaoz é rénjé war ann douar ; é vijé brasoc’h brézéliad égéd David, ha pinvidikoc’h égét Salomon ; ha pénaoz ar Iuzevien, dindân hé rén, a vévché er skéd, enn dudi, hag é c’hourc’hémenchend d’ann holl boblou. Ar Iuzevien Spéréduz a wié pénaoz éz eûz brasoc’h madou da c’hortozi égéd ar ré a helleur da gaout war ann douar. Dré-zé, na c’hortozent béza euruz némét goudé ann dazorc’hidigez, hag é c’hortozent dreist pép trâ digand ar Mésî ar skoazel a zô réd d’é-omp évid anaout ha karout Doué.