Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
HISTORIK

Ar rénadur a joumaz da gérend ar Vakabéed, é-touez péré é oé zô-kén Rouéed. Hôgen nébeût goudé é oend diskaret gand ar Romaned, péré a géméraz ar béd holl. Kément-sé a oa béd diouganet gand ar Broféded.

Goulenn. Piou eo ann hini a zieûbaz ar Iuzevien eûz a sklavérez Babilon. Lavar. Siruz, roué ar Bersaned G. Da bétrâ é oé mâd ar c’hemmesk eûz ar Iuzevien gand ar boblou all. L. Da lakaad anaoud ar gwir Zoué é-touez ar Baganed. G. Hag ar Iuzevien a gouézas-hi c’hoaz enn idolatri abaoé ar sklavérez. L. Na gouézchont mui enn-han. G. Piou eo ann hini a zeûaz da genta d’hô heskina diwar-benn hô feiz. L. Antiokuz, roué Siri, eûz a vrô ar C’hrésianed. G. Dré biou é téraouaz rouantélez ar C’hrésianed. L. Dré Aleksandr ar Brâz. G. Piou eo a réaz penn da Antiokuz. L. Judaz Makabé, hag hé vreûdeur. G. Pétrâ a réjont-hi. L. Dieubi a réjond ar bobl. G. Piou a rénaz ar Iuzevien abaoé neûzé. L. Kérend ar Vakabéed-zé. G. Piou a ziskaraz anézhô. L. Ar Romaned.




PEVARZÉKVED GENTEL.
Eûz ar Iuzevien Spéréduz hag eûz ar Iuzevien Kiguz.

Hérodez, unan eûz ar fallagra tûd a oé biskoaz, a aloubaz rouantélez Judéa gant skoazel ann Impalaerded Romaned. Enn hé amzer, ar Iuzevien