Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
26
KATÉKÎZ

bilon. G. Pétrâ a réaz ar Roué d’ézhô. L. Lakaad a réaz hô deûrel enn eur fourn leûn a dân. G. Pétrâ a c’hoarvézaz gant-hô. L. Doué hô miraz dré vurzud.




TRIZÉKVED GENTEL.
Eûz a Stâd ar Juzevien goudé ar sklavérez.

Babilon a oé kéméret gant Siruz, roué ar Bersaned, péhini a zieûbaz ar Iuzevien hag a aotréaz d’ézhô distrei d’hô brô, ha sével a nevez ann Iliz-vrâz hag ar géar a Jéruzalem. Aleksandr ar Brâz a zeuaz goudé hag a lékéaz da bléga dindân rouantélez ar C’hrésianed ann darn-vuia eûz ar béd. Ar Iuzevien évit-hô da véza mesked é-touez ar Baganed, a viraz kouskoudé hô feiz gant léalded, ha na gouézchont mui enn idolatri abaoué hô sklavérez. Anaoudégez ar gwîr Zoué a zavaz a-nébeûd-é-nébeûd é-kreiz ar Baganach. Béz é oé kouskoudé Rouéed péré a heskinaz ar Iuzevien évid hô lakaad da guitaad hô lézen zantel ha da azeûli ann idolou. Antiokuz ar Brudet-brâz, roué Siri, a géméraz Jéruzalem, a zaotraz ann Iliz-vrâz hag a réaz éhana ar sakrifisou. Kalz a Iuzevien a c’houzanvaz ar marô hag ivé poaniou krîz gand eur poell brâz. Hôgen Judaz Makabé hag hé vreûdeûr a géméraz ann armou évid difenni hô frankiz hag hô lézennou, ha Doué a skoaziaz ker mad anézhô, ma tieûbjont ar bobl eûz a iéô ar Baganed.