Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
HISTORIK.

hanô ann douéed faoz, G. Pétrâ a zigasaz ann Idolatri. L. Dougen a réaz ann dûd da bép seurt gwall. G. Pénaoz éc’h hanveur c’hoaz ann Idolatred. L. Hô henvel a réeur ivé Jentiled pé Paganed.




NAVED GENTEL.
Eûz a Zavid hag eûz ar Mesî.

Ann Israélited, abaoé ma oand éad é douar Kanaan, a oé pell-amzer rénet gant Barnerien ; goudé-zé é fellaz d’ézhô kaout Rouéed, ar c’henta a béré a oé Saul, hag ann eil David. Hé-man a ioa eûz a vreûriez Juda, eûz a béhini é tlié dont Salver ar béd, hervez m’en doa diouganet Jakob. David a oé sakred dré urz Doué, gand éol sakr, hag ann holl rouéed all a oé sakred enn hévélep doaré, hag ac’hanô é teû é oant hanvet Krist, da lavaroud eo, éôliet. David a oé pell-amzer heskinet gant Saul, hag éc’h harzaz ouc’h brézéliou brâz a-éneb ar baganed. Enn-divez, Doué hen savaz dreist hé holl énébourien, hag hen c’hargaz a vadou hag a c’hloar. Penn-kéar hé rouantélez a oa Jéruzalem, é péhini é savaz eur palez war ménez Sion, hag é réaz dizougen énô ann arc’h a gévrédigez. C’hoant en doa ivé da lakaat sével eunn iliz vrâz ; hôgen Doué a ziskleriaz d’ézhan pénaoz ann énor zé a ioa mired d’hé vâb ; pénaoz hé nested a rénjé da vikenn war ar bobl léal, hag é teûjé eûz hé wenn ar Salver diouganed adalek derou ar béd ; é rénjé nann hép-kén war