Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/31

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
HISTORIK.

mâd. L. Ia, a bers Doué. G. Péré eo ar burzudou a réaz évit lakaad hé bobl dâ berc’henna douar Kanaan. L. Dizec’ha a réaz ar Jourden ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar. G. Pénaoz é oé sévéned ar Gévrédigez a berz ar bobl. L. Hé sévéni a réaz gwall fall. G. Péd gwéach en em zispac’hjond enn distrô. L. Ouc’h-penn dék kwéach. G. Pétrâ a réjont-hi goudé béza éad enn douar gwéstlet. L. Kuitaad a réjond aliez Doué évid ann idolou.




EIZVED GENTEL.
Eûz ann Idotatri.

Doué na oa mui anavézet nag azeulet néméd é-touez ann Israélited, hag ann Idolatri a réné é-touez ar brôadou all. Ann dûd n’en em rôent néméd d’hô c’horf ha na lékéand hô fréder nag enn hô éné nag é Doué, spéred glân, krouer ann énv hag ann douar. Aoza a réand eunn niver brâz a zouéed, da béré é rôent anôiou dishénvel hervez ar brôiou, hag é tianévellend diwar hô fenn kant-ha-kant sorc’hen lû. Hô skeûdenna a réant, lôd ével goazed, lôd all ével merc’hed a hanvend douéézed : ôber a réand anézhô idolou koad, méan, aour pé arc’hant, hag éc’h azeûlent ôbériou hô daouarn, ô sével ilizou hag aoteriou d’ézhô, hag oc’h ôber sakrifisou évit-hô. Dré gément-sé ar C’hrésianed hag ar Romaned a