Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16
KATÉKÎZ

ann daouzék breûriez. Hôgen na zalc’hjont nétrâ eûz ar péz hô doa toued da Zoué. En em zispac’ha a réjont ouc’h-penn dék kwéach é-pâd ann ergerz, hag ô véza éad é douar Kanaan, é réjont kévrédigez gand ann dûd a ioa énô kent, péré en doa Doué gourc’hémenned d’ézhô da laza, hag é azeûljond hô idolou.

Goulenn. Pénaoz é réad ar sakrifisou el lézen gôz. Lavar. Laza a réad eul loen, ha goudé hel losked war ann aoter. G. Péléac’h é oa ann aoter. L. Dirâg ann tabernakl. G. Pétrâ a ioa enn tabernakl. L. Ann arc’h a Gévrédigez. G. Pétrâ é oa ann arc’h-zé. L. Eur c’houfr gôlôed holl a aour. G. Pétrâ a ioa ébarz. L. Ann diou daolen eûz al lézen. G. Piou é oa ar véleien. L. Aaron hag hé vugalé. G. Piou é oa al lévited. L. Ann holl zilerc’h eûz ar vreûriez dileûred da zervich ann tabernakl. G. Péhini é oé ar Gévrédigez a Zoué gand ann Israélited. L. Ann hévélep hini en doa gréat gant Abraham. G. Eûz a bétrâ é rôas-hén é c’hér d’ézhô. L. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl, hô lakajé é douar Kanaan hag hô c’hargjé a vadou. G. Pétrâ a verké ann douar-zé. L. Skeûden ann énv oa. G. Eûz a bétrâ é rôaz ar bobl hé c’hér. L. Da garoud Doué a greiz kaloun ha da viroud hé c’hourc’hémennou. G. Dindân pé boan. L. Dindân boan da véza kaset-kuit ha da véza mantret gand ar reûz. G. Hag ar Gévrédigez-zé a oé sévénet