Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
HISTORIK.

telt gréat gant mézer ar c’haéra, ha dirâg éz oa eunn aoter évid ar sakrifisou, a réad ô laza éjenned ha dénved a lékéat goudé da leski war ann aoter. Houn-nez é oa ann doaré da énori Doué enn amzer-zé. Aaron hag hé vugalé a oé sakret béleien évit kinniga ar sakrifisou-zé, hag ann holl zilerc’h eûz a vreûriez Lévi a oé dileûred da zervich ann tabernakl. Ann arc’h hag ann tabernakl a ioa ann arouéz eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited, hag ar Gévrédigez-zé a c’halveur ivé Testamant (pé lézen), a ioa ann hévélep Gévrédigez en doa gréat gand Abraham. Râk névézi a réaz enn hô c’hénver ann holl wéstlou en doat gréad d’hô zadou. Rei a réaz hé c’hér d’ézhô pénaoz hô c’hémerjé évid hé bobl muia-karet ; hô lakajé é douar Kanaan, hag hô c’hargjé a vadou : hag ann douar gwéstlet-zé a ioa ar skeûden eûz ann énv hag eûz a géar ar gwenvidien. Ar bobl eûz hé dû a rôaz hé c’hér pénaoz na anavézjé Doué all néméd ann Aotrou ; pénaoz hen c’harjé a greiz kaloun, hag é virjé hé holl c’hourc’hémennou, dindân boan da véza kaset-kuîd eûz ann douar gwéstlet, ha mantret gand ar reûz. Ar Gévrédigez-zé a oé krétéet gant gwâd al loéned a lazet, ha Doué hé zévénaz gand eul léalded brâz. Lakaad a réaz ar Jourden da bigna étrézeg hé vammen ; harza a réaz out trô ann héol hag al loar, hag ôber a réaz meûr a vurzud brâz all, évit lakaad ann Israélited da berc’henna douar Kanaan, a oé ranned é daouzék lôden, unan évit pép-hini eûz