Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
KATÉKÎZ

a réaz évit-hô eunn hent séac’h é-kreiz ann dour. G. Dré béléac’h é trémenjont-hi goudé. L. Dré eunn distrô brâz. G. Gant pétrâ é vévjont hi énô. L. Gand ar mân a gasé Doué d’ézhô eûz ann énv. G. ' Pa zeûjond da ziouéri dour, péléac’h éz éjont-hi d’hé glask. L. Doué hel lékéaz da zilammoud eûz a eur roc’h. G. Peûr é rôaz Doué hé lézen d’ézhô. L., Ann hanter-kantved dervez goudé ma oand deûed er-méaz eûz ann Éjipt. G. É pé léac’h. L. War ménez Sinai. G. Pénaoz é véljont-hi ar ménez. L. Entaned holl, gant kurunou ha luc’hédennou. G. Livitid ar gourc’hémennou a rôaz Doué d’ézhô. L. Mé eo ann Aotrou da Zoué, etc. 1. N’az pézô kéd douéou all, etc. G. Livirid ann eil. L. 2. Na géméri kéd hanô ann Aotrou, etc. G. Livirid ann trédé (ann diskibl a dlé lavaroud dindân évor ar gourc’hemennou, penn-da-benn, ével ma émind diaraok) G. Ha skrived é oé ann dég gourc’hémenn-zé. L. Ia, war ziou daolen méan. G. Ha gourc’hémennou nevez oant. L Nann, al lézen natur oa.




SEIZVED GENTEL.
Eûz a Gévrédigez Doué gand ann Israélited.

Doué a réaz lakaat taolennou al lézen enn arc’h a gévrédigez, péhini a ioa eur c’houfr gréat gant koat kaer gôlôed holl a aour. Ann arc’h-zé a ioa mired enn eunn tabernakl, da lavaroud eo, eunn