Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/25

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11
HISTORIK.

brâz d’ar Roué. Trugarez a réaz d’hé vreûdeûr hag hô lékéaz da zond enn Éjipt gand hô zâd hag hé holl dud. Mervel a réjond énô, hag hô bugalé a greskaz é niver énô enn eunn doaré burzuduz. Eur roué all eûz ann Éjipt gand aoun na zeûjent ré c’halloudek, hô c’hargaz a labouriou poaniuz, hag a fellaz d’ézhan zô-kén lakaad da vervel hô holl baotred. Hôgen Doué en doé truez oud hé bobl, hag é kasaz évid hô dieûbi Moizez, diskenned eûz a Lévi, gand hé vreûr Aaron. Mond a réjond da gaout Faraon, hen-nez é oa ann hanô eûz a rouéed ann Éjipt, hag é c'hourc’hémenjond d’ézhan a berz Doué leûskel hé bobl da vont-kuit ; meûr a véach hen dinac’haz, ha Moizez, évid hé rédia d’hé ôber, a réaz meûr a vurzud spountuz, a c’halveur gouliou ann Éjipt : goudé-holl ann Israélited a z-éaz er-méaz ; hôgen a-raok mont-kuit é lidjond ar Pask dré urs Doué, ô tibri é pép tiégez eunn oan rôstet, goudé béza merket gand hé wâd ann ôr eûz a bép tî. Pask a zô da lavarout treiz, ha Doué a c’hourc’hémennaz d’ézhô ôber bép ploaz eunn hévélep lazérez hag eunn hévélep préd é koun eûz hô dieûb péhini a ioa eunn arouéz pénaoz ann dûd holl a vijé eunn deiz da zont dieûbed eûz ar péc’hed hag eûz a sklavérez ann diaoul.

Goulenn. Danéveilit buez Jozef. Lavar. Hé vreûdeûr heu gwerzaz dré warizi : Sklâv é oé pell-amzer enn Éjipt, goudé-zé é teûaz da vignoun-brâz d’ar Roué. G. Pétrâ a rôaz d’hé vreûdeûr enn hé c’halloudez vrâz. L. Trugarez a réaz d’ézhô,