Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10
KATÉKÎZ


Goulenn. Péléac’h en em viraz al lézen natur goudé al livaden. Lavar. É gwenn Sem. G. Piou eo ann hini gant péhini é réaz Doué kévrédigez. L. Abraham. G. Pétrâ a c’hourc’hémennaz d’ézhan. L. Kuitaad hé dûd hag hé vrô. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan. L. É lakajé da zond anézhan eur bobl vrâz. G. Pétrâ a ziouganaz c’hoaz d’ézhan. L. É rojé d’ézhan douar Kanaan. G. Pétrâ a ziouganaz d’ézhan brasoc’h c’hoaz. L. É binigjé enn hé wenn ann holl boblou eûz ann douar. G Pétrâ a arouézé kément-se L. É teûjé Salver ar béd eûz a wenn Abraham. G. Pétrâ é oé ann arouéz eûz a gévrédigez Doué gand Abraham L. Ann trouc’h-kik (pé ann trô-drouc’h). G. Piou a oé mâb da Abraham. L. Izaak. G. Pérâg é fellaz d’ézhan hé laza. L. Évit senti ouc’h Doué. G. Pérâg en doé Doué hé c’hourc’hémenned d’ézhan. L. Évid arnodi hé feiz. G. Pétrâ é oé Jakob. L. Mâb Izaak. G. Pé hanô all en doé Jakob. L. Hanved é oé ivé Israel. G. Péd mâb en doé-hén. L. Daouzég en doé. G. pénaoz éc’h hanveur anézhô. L. Ann Tadou-brâz.




PEMVED GENTEL.
Eûs a Sklavérez ann Éjipt, hag eûz ar Pask.

Breûdeûr Josef a werzaz anézhan dré warizi : Kased é oé enn Éjipt, é péléac’h é oé sklâf pell-amzer ; hôgen choum a réaz féal da Zoué, péhini hen dieûbaz hag heu lékéaz da vignoun