Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
ij
KENT-SKRID


N’eûz néméd er c’hatékizou é kaveur ar c’hélennou kenta-ze kenn talvouduz évid ann holl : hôgen hévéloud a ra pénaoz n’int két prizet a-walc’h. Ann darn-vuia eûz ann dûd a venn d’ézhô é c’houzont ar c’hatékiz, dré ma hô deûz hé zesket pa oant bugalé ; ha na verzont két pénaoz eo ankounac’héet gant-hô, pé n’hô deûz biskoaz hé boellet mâd. Ré all hô deûz méz oc’h ansavout hô diwiziégez hag hô magadurez fall, ha na hellont két en em izélaat bétég ar c’hélennou-zé.

Ar c’hatékizou a zô bét gréat hép danévellou, gand ar c’hoant da lakaad enn-hô ann traou réd hép-kén. Ar ré hô deûz hô gréat hô deûz krédet pénaoz ar Gristenien a hellé béza diwiziek eûz a hanôiou ann Tadou-brâz hag ar Broféded, eûz ar gévrédigez gand Abraham, eûz ar Sklavérez enn Ejipt hag é Babilon, gant ma oufent pénaoz é Doué éz eûz tri fersoun, pénaoz ann eil a zô en em c’hréat dén ; pénaoz éz eûz Seiz Sakramant, hag ann traou all enn doaré-zé. Koulskoudé na helleur két displéga ar gévren genta eûz ar Sembol, hép komza eûz ar ganédigez ; nag ar Vadisiant, hép komza eûz a béc’hed hon tad kenta ; na derou ann Dékalog, hép komza eûz a Voizez, eûz ann darvoud hag eûz ann doaré gant péré é oé rôéd d’ézhan al lézen. Na helleur kéd en em viroud da zanévella gand eunn darvoud-bennâg ginivélez Jézuz-Krist, hé vurzudou brasa, hé c’hloasiou, hé varô, hé zazorc’hidigez, hé bignidigez enn énv ; ha pa né vé néméd évit rei ann abeg eûz ar goéliou dré béré