Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/119

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
HISTORIK

G. Ar véleien hag hî na hellont két rei ann daou Zakramant-zé. L. Nann, d’ann Eskop int miret. G. Pétrâ eo dléad ann Diagoned. L. Servicha ar Bélek hag ann Eskop enn hô c’hargou. G. Péré eo ann ursiou all. L. Sudiagoned, Akolited, Lennerien, Eksorsisted ha Porsierien. G. Péd zô anézhô holl. L. Seiz zô anézhô. G. Péré eo ann ursiou sakr. L. Ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach. G. Ha béz’ é helleur dond da vélek râk-tâl. L. Nann, réd eo tréménoud dré ann holl zerésiou all. G. Pétrâ eo ann Tonsurach. L. Eul lid évit kéméroud ar zaé a iliz. G. Pétrâ a ra-hén. L. Pénaoz eûz a zén-lik é teûeur da véza kloarek.




NAVED GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Briédélez.

Doué ô véza krouet ann dén kenta, a rôaz d’ézhan eur vaouez, évid eil hag évit skoazel, hag hô lakaad a réaz da c’hénel ann holl dûd all : ével-sé é réaz ar Briédélez. Ar péc’hed en doa saotret ann ôber anézhi : hôgen Jézuz-Krist en deûz hé lékéad d’hé stâd kenta, hag en deûz gréat eur Sakramant anézhi, ô staga out-hi grasou dibaot. Ar stroll eo éta eûz a eur gwaz hép-kén gand eur vaouez hép-kén, ha na hell két béza torret néméd dré ar marô. Béz’ é tléont en em garout é-c’hiz ma n’hô défé néméd eunn hévélep korf gand daou éné, en em skoazia ann eil égilé enn holl