Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/118

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
KATÉKÎZ

loud da zantéla ar ré all, ô rei d’ézhô ar Zakramanchou. Hôgen n’eûz néméd ann Eskop a gément a helfé hô rei holl ; ar Véleien péré a zô lekéat évid hé ziboania, na hellont rei nag ar Gouzoumen, nag ann Urs. Ann Diagoned a zô lékéad évit servicha ann Eskop hag ar Véleien, enn hô c’hargou, hag évit prédéria ar béorien. Ann ursiou-zé eo ar ré vrasa. Pemp all a zô dindân ar ré-zé, lékéat évid diboania ann Diagoned ; Drs ar Zudiagoned, Urs ann Akolited, péré a zô dileûret évid heûlia ann Eskop, hag enn iliz évid dougen ar goulou, Urs al Lennérien, Urs ann Eksorsisted hag Urs ar Borsierien. Béz’ é kounteur éta enn-holl seiz Urs, pevar dister ha trî Urs brasoc’h pé sakr, péré eo ar Sudiagonach, ann Diagonach hag ar Vélégiach, é péhini é ma ivé ann Eskobiach. Réd eo tréménout dré ann holl zérésiou-zé évid erruout d’ar Vélégiach. Ar c’henta dérez eo ann tonsurach, péhini né kéd eunn Urs, hôgen eul lid santel évit rei ar zaé a iliz da eunn dén lîk, hag évid hé lakaad é renk ar c’hloer : râg gervel a réeur kloer ar ré holl a zô dileûret évit servich ann iliz, ha tûd-lîk ar ré all eûz ar bobl Gristen.

Goulenn. Péhini eo ar c’hrâs eûz a Zakramant ann Urs. Lavar. Rei a ra ar galloud da rei ar Zakramanchou, pé da ôber eur servich hollek-bennâg enn iliz. G. Péré eo ar ré hô deûz ar c’hrâs-zé enn-holl-d’ann-holl. L. Ann Eskeb eo. G. Béz’ é hellond éta rei ann holl Zakramanchou. L. Ia, ar Gouzoumen hag ann Urs zô-kén.