Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/108

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
KATÉKÎZ

G. Hôgen pé béc’hed a hell béza gréad eur bugel nevez-ganet. L. Ar péc’hed orijinal en deûz. G. A bétrâ é teû ar péc’hed-zé. L. Eûz a béc’hed Adam, péhini a zô trémenet d’hé holl wenn. G. Pétrâ a dlé ôber ann hini a vadézeur enn oad a reiz. L. Kridi ar gélénadurez Gristen, hag hé mirout. G. Pétrâ a dlé da zinac’ha. L. Ann diaoul, hé ôberiou hag hé fougéou. G. Eûz a bétrâ é tlé rei hé c’hér. L. Da virout gourc’hémennou Doué. G. Pénaoz ar vugalé é hellont-hi ôber kément-sé. L. Ar paéroun hag ar vaérounez a ra évit-hô. G. Ha béz’ é helleur azvadézi. L. Nann, na vadézeur néméd eur wéach.




EIL GENTEL WAR-N-UGENT.
Eûz ar Gouzoumen.

Ar ré nevez badézet a dlé digémérout ar Sakramant a C’houzoumen ; hôgen ô véza n’eo két réd enn-holl-d’ann-holl ar Sakramant-zé, é c’hourzézeur anézhan bété ma véz ar vugalé desket a-walc’h. Ann tadou hag ar mammou a dlé deski gand eur préder brâz d’hô bugalé ann holl gélénadurez Gristen, hag hô c’hâs d’ann Iliz ha d’ar skôliou, hervez hô éaz, évid deski énô ar c’hatékiz ha mar teû hô bugalé da véza kollet dré ziwiziégez, hî a zô kiriek eûz a gément-sé dirâk Doué. Ar vugalé ivé, enn hô zû, a dlé akéti d’ar c’hentéliou-zé,