Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
HISTORIK.

a zigémer ar vuez é Jézuz-Krist. Ar Vadisiant a zô réd éta d’ann holl, d’ar vugalé nevez-ganet zô-kén. Ha mar badézeur eunn dén enn oad a reiz, hé holl béc’héjou a zô distoled d’ézhan, ken ar ré en deûz gréat, ken ann hini en deûz digaset pa eo bét ganet : hôgen réd eo é vé desket mâd el lézen-Gristen ; é krétché enn-hi hag é virfé anézhi dirâg ann holl ; é tinac’hché Satan, hé ôberiou hag hé fougéou ; é rôjé hé c’hér da gemma a vuez,ha da virout gourc’hémennou Doué. Mar d-eo eur bugel a vadézeur, ar paéroun hag ar vaérounez péré a gomz enn hé léac’h er vadisiant, a respount hag a rô hô gér évit-han. Badézi a réeur ô skula dour war ann hini a vadézeur, hag ô lavaroud enn hévéleb amzer : Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâd hag ar Spéred-Santel. Ar Vadisiant a dlé béza gréat, kément ha ma helleur, enn Iliz, gand eur bélek, ha gand ann holl lidou ; hôgen mar d-eo réd a-grenn, pép dén a hell badézi. Na rôeur kéd ar Vadisiant ouc’h-penn eur wéach, ha pép-hini na véz badézet néméd eur wéach.

Goulenn. Ha réd eo ar Vadisiant. Lavar Ia, évit mond é rouantélez Doué. G. Pénaoz é badézeur. L. Skula a réeur dour war ann hini a vadézeur, enn eur lavarout geriou-bennag. G. Pé c’heriou. L. Mé az badez enn hanô ann Tâd, hag ar Mâb hag ar Spéred-Santel. G. Pétrâ a ra ar Sakramant-zé. L. Lémel a ra ann holl béc’héjou.