Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
KATÉKÎZ

dré ar Spéred-Santel ; ar Gouzoumen hol laka da griski ha da grévaat ; Sakramant ann Aoter hor mâg ; ar Binijen a baré ar c’hlénvéjou spéréduz ; ann Nouen hor c’hréva enn hon trémenvan ; ann Urs a rô d’ann Iliz béleien évid hé servicha ; ar Briédélez a rô d’ézhi gwisien évid hé lakaad da badout kémend hag ar béd. Chétu ar seiz Sakramant.

Goulenn. Pétrâ eo ar Zakramanchou. L. Arouésiou splann int eûz a c’hrâs Doué. G. Hag ar c’hrâs a zô réd d’é-omp. L. Ia, héb ar c’hrâs na hellomb ôber nétrâ a vâd. G. Eur mâd brâz eo éta digéméroud ervâd ar Zakramanchou. L. Ar brasa mâd eo eûz ar béd-man. G. Piou en deûz gréad ar Zakramanchou. L. Hon Aotrou Jézuz-Krist. G. Pérâg en deûz-hén hô gréat. L. Évit rei d’é-omp dellézou hé wad. G. Péd Sakramant zô. L. Seiz. G. Livirit-hô. L. Ar Vadisiant, ar Gouzoumen, Sakramant ann Aoter, ar Binijen, ann Nouen, ann Urs hag ar Briédélez.




KENTA GENTEL WAR N-UGENT.
Eûz ar Vadisiant.

Dén na hell mond é rouantélez Doué, némét ganet é vé a nevez dré ann dour ha dré ar Spéred-Santel. Râg ann dûd holl a zô marô é Adam dré ar péc’hed orijinal ; hag ar ré holl a zô badézet,