Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
HISTORIK.

G. Da bétrâ eo mâd ar C’horaiz. L. D’en em reiza évid ar Bask. G. Pétrâ eo ann Daouzék-deisiou. L. Trî dervez iûn é pép-hini eûz ar pevar-amzer eûz ar bloaz. G. Pénaoz é tléeur iuni. L. Oc’h ôber eur préd hép-kén, ha goudé kresteiz. G. Pérâg é tiouéreur kîk da wéner ha da zadorn. L. É koun eûz a c’hloasiou hon Aotrou.




UGENTVED GENTEL
Eûz ar Zakramanchou.

Na hellomp két peûr-zerc’hel gourc’hémennou Doué dré hon ners hon-unan ; réd eo d’é-omp kaoud ar c’hrâs ; hag hé rei a ra d'é-omp peûr-vuia dré arouésiou splann, a c’halvomp Sakramanchou. Evel-sé er vadisiant, pa zeû ann dour da walc’hi ar c’horf enn-diavéaz, é teû ivé ar c’hrâs da c’hlana ann éné enn-diabarz. Piou-bennâg en deûz digéméret eur Sakramant gant feiz ha gand ar reisiou all a zo réd, a zô sûr, kémend ha ma helleur béza sûr er vuez-man, pénaoz en deûz grâs Doué, péhini eo ar brasa eûz ann holl vadou. Jézuz-Krist eo en deûz gréad ann holl Zakramanchou, évit rei da bép-hini ac’hanomp dellézou hé wâd hag hé varô, ha gréad en deûz Sakramanchou évid ann holl ézommou eûz ar vuez spéréduz. Ar Vadisiant hol laka da zond enn-hi, ha da véza ganed a nevez dré ann dour ha