Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
HISTORIK.

é vé kéméred hor ré. G. Ha fall eo hô c’héméroud dré ijin. L. Ia, tua eo. G. Hag aotréed eo miroud ar péz a zô bét kéméret. L. Nann. réd eo hé zisteûrel kenta ma helleur. G. Ar fals testéni hag hén n’eo difennet néméd dirâg ar varnerién. L. Difenned eo bépréd tamalloud ar ré-zidamall. G. Hag aotréed eo komza eûz r ann droug en défé gréad eur ré-bennâg. L. Nann, némét réd brâz é vé komza anézhan. G. Hag aotréed eo lavarout gevier. L. Nann, réd eo bépréd lavaroud ar wirionez. G. Pétrâ a zifenn ann naved gourc’hémenn. L. Ar c’hoant eûz ar plijaduriou lîk. G. Pétrâ a zifenn ann dekved gourc’hémenn. L. Ar c’hoant eûz a vâdou ann nésa. G. Pérâg eo difennet ar c’hoantchou-zé. L. O véza ma’z int ar vammen eûz ann darn-vuia eûz ar béc’héjou.




TRIOUEC’HVED GENTEL.
Eûs ann trî Gourc’hémenn genta eûz ann Iliz.

Ann Iliz eo hor mamm ; ha dré-zé é tléomp senti out-hi ha miroud ar c’hourc’hémennou é deûz gréad d’é-omp évid hol lakaad da virout gwelloc’h gourc’hémennou Doué. C’houéac’h a gounteur anézhô peûrvuia.

Klev gant prédéri penn-da benn,
Bép sûl, bép goél ann oféren.
Santéla a rî ann holl c’hoéliou,
War hô héd ével ar zuliou.