Pajenn:Le Gonidec - Katekiz historik Fleury, 1826.djvu/100

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
KATÉKÎZ


SEITÉKVED GENTEL.
Eûz ar pevar Gourc’hémenn zivéza.

Ar seizved gourc'hémenn a zifenn kémérout madou ann nésa, ken é-kûz ha dré drôidel, ken dré ners hag éz splann, evel na garremp két é vé kéméred ar péz a zô dé-omp. Mar hon eûz kêméred eunn dra-bennâg, eo réd hé zisteûrel, anéz ar péc’hed na vijé kéd disloled d’é-omp. Mar hon eûz ézomm eûz a eunn dra-bennâg eo réd hé c’hounid dré hol labour, pé hô c’houlenni é-c’hiz aluzen. Ann eizved, gourc’hémenn a zifenn dougen fals testéni é barn, tamalloud dén é-gaou, rei da anaout gwall ar ré all ma n’eo kéd anâvézet, némét réd é vé hé lavarout évid eur mad brasoc’h. Difenni a ra ivé a bép seurt gevier, ha dreist-holl ar ré a rajé gaou oud eur ré-bennâg. Ann naved gourc’hémenn a zifenn c’hoantaat plijadur lîk é-béd, er-méaz eûz ar briédélez, na zô-kén en em genderc’hel a-ioul er seurt ménosiou-zé. Ann dékved gourc’hémenn a zifenn c’hoantaat madou ann nésa, néméd évid hô c’haout hervez ar reiz é vé, ével ma kaffemp mâd é vé c’hoantéed hor ré. Ar c’hoantchou fall a zô ar vammen eûz ann holl béc’héjou, ha na réomp drouk néméd dré ar garantez direiz évid ann énoriou, évid ann arc’hant pé évid ar blijadur.

Goulenn. Pérag n’ef-hén kéd aotréet kémérout madou ann nésa, Lavar. O véza na garremp két