Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/97

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



ANN EKSOD.


————


I. PENNAD.


Ar baotred savétéet gan̄d ann amiégézed.


1. Chétu hanvou mipien Israel, péré a zeûaz enn Éjipt gan̄t Jakob : pép-hini anézhô a zeûaz gan̄d hé dûd :

2. Ruben, Siméon, Lévi, Judas,

3. Isakar, Zabulon, ha Ben̄jamin,

4. Dan, ha Neftali, Gad hag Aser.

5. Ar ré holl a oa deûet eûz a Jakob, a ioa dék dén ha tri-ugen̄t. Hôgen Jozef a ioa enn Éjipt.

6. Pa oé marô Jozef, hag hé vreûdeûr, hag ann holl wenn-man̄,

7. Bugalé Israel a greskaz, hag a baottaz e-c’hîz ma ra al louzou : kré-brâz é teûjon̄t, hag é kargchon̄t a dûd douar Jésen.

8. Neûzé e savaz eur roué névez enn Éjipt, péhini na anavézé két Jozef ;

9. Hag hén̄ a lavaraz d’hé bobl : Chétu pobl bugalé Israel a zô deûet brâz he niver, hag a zô kréoc’h égéd-omp.

10. Deûit, gwaskomp war-n-ézhô gan̄t furnez, gan̄d aoun na zeûjen̄t da greski muioc’h c’hoaz (T) ; ha mar teû eur brézel da gouéza war-n-omp, n’en em unanfen̄t gan̄d hon énébourien, na gannfen̄t ac’hanomp, ha n’az ajen̄t er-méaz eûz ar vrô.

11. Lakaad a réaz éta war-n-ézhô mistri labouriou, évid hô c’harga a vec’hiou. Ha sével a réjon̄t da Faraon kériou da zastum éd enn-hô, da c’houzoud eo Fitom ha Ramésez. (T).

12. Ha seûl vui é wasken̄t war-n-ézhô, seûl vui é paotten̄t, hag é kresken̄t é niver.

13. Ann Éjiptianed a gaséé bugalé Israel ; hag hî a c’hlac’haré anezhô oc’h hô goapaat.

14. Hag hî a lékéa hô buez da véza c’houerô oc’h hô derc’hel da ôber labouriou kalet prî ha brikennou, ha pép labour douar a vec’hie anézhô.

15. Hôgen Roué ann Éjipt a lavaraz da amiégézed ann Hebréadézed, a béré unan a oa hanvet Séfora, hag ébén Fua,

16. O c’hourc’hémenni d’ézhô : Pa c’houilioudot Hébréadézed, ha pa zeûi ar bugel, mar d-eo eur paotr, lazit-hén̄ ; mar d-eo eur verc’h, mirit-hi.

17. Hôgen ann amiégézed hô dôé doujan̄s Doué, ha na réjon̄t két diouch gourc’hémenn roué ann Éjipt ; hag é virchon̄t ar baotred.

18. Ar roué ô véza galvet ar ré-man̄, a lavaraz d’ézhô : Petrâ eo bét fellet d’é-hoc’h da ôber ô mirout ar baotred ?

19. Hag ar ré-man̄ a lavaraz d’éz-han̄ : Ann Hébréadézed n’in̄t két ével ann Éjiptianézed ; gouzoud a réon̄t pénaoz é wilioudeur, hag abars ma omp deûet, in̄t gwilioudet.

20. Doué éta a réaz vâd d’ann amiégézéd-zé, hag ar bobl a greskaz, hag a grévaaz meûrbéd.

21. Hag ô véza m’hô dôa ann amié-