Pajenn:Le Gonidec - Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr, levr Iañ.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
62
ar c’hanédigez.

em eûz kavet trugarez dira-z-hoc’h, livirit kémen̄t-man̄ da Faraon,

5. Pénaoz en deûz va zâd gréad ar béden-man̄ d’in, ô lavarout : Chétu ounn daré da vervel, va bésia a ri em béz em eûz toullet évid-oun é brô Kanaan. Mé a iélô éta da vesia va zâd, hag é tistrôinn.

6. Ha Faraon a lavaraz d’ézhan̄ : Kéa da vésia da dâd é-c’hîz ma en deûz da bédet da ôber.

7. P’az éaz Jozef dî, éz éaz gan̄t-han̄ ann holl ré-gen̄ta eûz a dî Faraon, hag ar ré gen̄ta-ganet holl eûz a vrô ann Éjipt.

8. Holl dî Jozef gan̄d hé vreûdeûr a iéaz ivé ; ha na choumaz é douar Jésen néméd ar vugaligou, ann dén̄ved hag ar zaout.

9. Gan̄t-han̄ éz éaz ivé kirri ha marc’héien ; hag eur van̄den vrâz a dûd a ioa.

10. Don̄d a réjon̄d da leûr Atad, péhini a zô enn tû all d’ar Jourdan ; hag énô é lidchon̄t ar c’haon̄ gan̄t kalz a zaélou hag a c’harmou é-pâd seiz dervez.

11. Pa wélaz ar C’hananéed kémen̄t-sé, é léverchon̄t : Eur c’haon̄ brâz a zô é-touez ann Êjiptianed. Ha rak-sé éc’h hanvchon̄t al léac’h-zé, Kaon̄ ann Êjipt.

12. Mipien Jakob a réaz éta ével m’en dôa gourc’hémennet d’ézhô.

13. Hag ô véza hé zouget é brô Kanaan, é véschon̄t anézhan̄ er c’héô a zaou-doull en dôa prénet Abraham gan̄d ar park a zellé out Mambré, digan̄d Éfron ann Hétéad, évid ôber eur béz.

14. Goudé m’en dôé Jozef bésiet hé dâd, é tistrôaz d’ann Éjipt gan̄d hé vreûdeûr, hag ar ré a oa d’hé heûl.

15. Pa oé marô Jakob, breûdeûr Jozef hô dôé aoun, hag é léverchon̄t étré-z-hô : Jozef en dévézô koun martézé eûz ann drouk en deûz gouzan̄vet, hag é tistôlô d’é-omp ann droug hon eûz gréad d’ézhan̄.

16. Kâs a réjon̄t éta da lavarou d’ézhan̄ : Da dâd en deûz gourc’hémennet d’é-omp abarz ma varvaz,

17. Ma teûjemp da lavaroud d’id kémen̄t-man̄ ; Mé az péd da an̄kounac’haat torfed da vreûdeûr, hag ar péc’hed hag ann drougiez hô deûz gréat enn da énep. Nî ivé a béd ac’hanod da zisteûrel ar fallagriez-zé da zervichérien Doué da dâd. Jozef a wélaz pa glevaz kémen̄t-sé.

18. Hag hé vreûdeûr ô véza deûet d’hé gavout, a azeûlaz anézhan̄ ô stoui bétég ann douar, ô lavarout : Ni a zô da zervichérien.

19. Ha Jozef a lavaraz dézhô : N’hô pézet két a aoun : ha nî a hell énébi oud ioul Doué ?

20. C’houi a venné d’é-hoc’h ôber drouk d’in ; hôgen Doué en deûz hé drôet é mâd évit va uc’hélaat, ével ma wélit bréma, hag évit savétei meûr a bobl.

21. N’hô pézet kéd éta a aoun ; Mé hô magô, c’houi hag hô pugalé. Hag hén̄ a fréalzaz anézhô, ô komza out-hô gan̄t madélez ha gan̄t kalouniez.

22. Ha Jozef a choumaz enn Éjipt gan̄d holl dî hé dâd ; hag hén̄ a vévaz dék vloaz ha kan̄t. Gwélout a réaz bugalé Efraim bétég ann trédé rumm. Bugalé Machir, mâb Manasé, a oé savet ivé war zaoulin Jozef.

23. Goudé-zé Jozef a lavaraz d’hé vreûdeûr : Pa vézinn marô, Doué a zeûiô d’hô kwélout, hag hô lakai da von̄d eûz ar vrô-man̄ d’ann hini en deûz touet da rei da Abraham, da Izaak ha da Jakob.

24. Goudé m’en dôé lavaret d’ézhô enn eur doui : Doué a zeûiô d’hô kwélout : Kasid, émé-z-han, va eskern gan-é-hoc’h eûz ar vrô-man̄.

25. Ha Jozef a varvaz d’ann oad a zék vloaz ha kan̄t krenn. Hag hé gorf, goudé béza bét leûniet gan̄t louzou c’houéz-vâd, a oé lékéat enn eunn arched enn Êjipt.


————